|
Dictionaries and
grammars |
|
|
|
Kentel c'hwezek
Paotred vras, paotred
trist
== Lesson 16 == Things that prevent adjective
changes
|
|
UN TIEGEZH BRAS
CD (384K)
FM (192K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Erru eo ar vakansoù-skol.Kalz tud zo e ti
Yann hag Anna Saliou e Louaneg evit an deizioù.
O mab Herve, gant e wreg Katell, hag o bugale Enora ha
Tudual, zo deuet eus Roazhon.
O merc'h Gwenola, gant he gwaz Erwan hag o bugale Tekla ha
Gireg. a zo deuet eus Naoned.
Y. |
Pelec'h emañ ar vugale hag ar vugale-vihan bremañ
? |
A. |
Aet eo ar mammoù da Berroz da bourmen, hag an tadoù
d'ar porzh, da brenañ kranked (di)gant ar
besketaerien |
Y. |
Hag ar gendirvi ? |
A. |
Ar gendirvi zo aet da c'hoari boulloù hag ar
c'henitervezed zo aet d'an aod. |
Goulennoù
- Piv eo bugale Yann hag Anna Saliou ? Piv eo o
bugale-vihan ?
- Piv eo o mab-kaer ? o merc'h-kaer ? Piv eo ar
vibien-vihan ? ar merc'hed-bihan ? ar gendirvi ? ar
c'henitervezed ?
- Piv zo deuet eus Naoned ? eus Roazhon ?
- Da belec'h eo aet ar vibien-vihan ? ar merc'hed-bihan
?
|
|
|
|