Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Home
· About
· FAQ

Learn !
· Online course
· Useful phrases
· Easy short stories

Dictionaries and grammars
· Little grammar
· Breton names
· Favereau online

History
· What is Breton?

Kentelioù
· Introduction
· Kentel 1
· Kentel 2
· Kentel 3
· Kentel 4
· Kentel 5
· Kentel 6
· Kentel 7
· Kentel 8
· Kentel 9
· Kentel 10
· Kentel 11
· Kentel 12
· Kentel 13
· Kentel 14
· Kentel 15
· Kentel 16
· Kentel 17
· Kentel 18
· Kentel 19

Kentel pemzek

Un daol vras, taolioù bras

== Lesson 15 == Mutations affecting nouns after the article and attributive adjectives

Divizioù

TRAOÙ KOZH

audioCD (344K)  audioFM (172K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Emañ Yann hag Enora en ur stal traoù kozh.

Y. Kalz traoù zo. Sell ! Setu un daol vras.
E. N'eo ket ker. Met re vras eo evit hon ranndi. ... Sell ouzh ar gador-vrec'h-se.
Y. Du ha vil eo. Bravoc'h eo ar c'hadorioù- ruz mañ.
E. Ya, ha n'int ket marc'had-mat... N'eus ket paneroù ?
Y. Eo, paneroù zo, sell, e-kichen an nor.
E. Peseurt dor ?
Y. Dor an burev, ahont ... Met n'emaout ket o vont da brenañ ur baner gozh ? ... Gwelloc'h eo prenañ ur baner nevez !
E. Evit ma c'hoar eo, n'eus forzh penaos.

Goulennoù

  1. Petra zo er stal ? Kazetennoù zo ?
  2. Pe liv eo ar gador-vrec'h ? Pe liv eo ar c'hadorioù ?
  3. Un daol emañ Enora o vont da brenañ ?

PEGEN BRAS EO !

audioCD (192K)  audioFM (96K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Emañ Gwenole ha Ninnog o pourmen e porzh an Oriant hag o sellout ouzh ar bagoù.

GW. Sell ouzh ar vag-mañ.
N. Pegen bras eo ! Bag piv eo ?
GW. Bag Kersaozon, evel just.
N. Brasoc'h eo eget hon hini.
GW. Ya, met keroc'h eo e hini ivez.
N. Hon hini n'eo ket marc'had-mat koulskoude.

Goulennoù

  1. Oc'h ober petra emañ Gwenole ha Ninnog ?
  2. Da biv eo ar vag vras ? ar vag vihan ?
  3. Peseurt bag zo marc'had-matoc'h ?

PEGEN MAT !

audioCD (176K)  audioFM (88K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Emañ Alan ha Katell en un ti-krampouezh e Kemper..

A. Mat eo ar grampouezhenn-mañ.
K. Ya, mat eo ar c'hrampouezh amañ.
A. Mat-tre zoken.
K. Gwelloc'h eo krampouezh Kemper eget krampouezh ar gêr ?
A. Da re n'int ket fall. Met ar re-mañ zo gwelloc'h c'hoazh.

Goulennoù

  1. Fall eo krampouezhenn Alan ?
  2. Mat eo ar c'hrampouezh ? ar c'harotez ? ar c'histin ?
Kentel pemzek
· Divizioù
· Gerioù
· Soniadouriezh
· Yezhadur
· Poelladennoù