|
Dictionaries and
grammars |
|
|
|
Kentel c'hwec'h
-Piv out ? -Herve on
== Lesson 6 == Conjugation of the verb BEZAÑ
in the present tense
|
|
DILABOUR
CD (344K)
FM (172K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Gwenola, Katell hag Erwan en ostaleri
.
G. |
Demat dit. Piv out? |
E. |
Erwan Penneg on. |
K. |
Eus pelec'h out? |
E. |
Eus Pleiben on. |
K. |
Eus Pleiben? Breur Herve Penneg out, marteze? |
E. |
Ya, breur Herve on. |
G. |
Ha studier out, evel Herve? |
E. |
N'on ket, kazetenner on. Ha c'hwi, piv oc'h? |
G. |
Gwenola Kervarc'heg on, ha setu ma c'hoar
Katell. |
E. |
Studierezed oc'h? |
K |
N'omp ket. Me zo sekretourez, ha Gwenola zo
dilabour. |
E. |
N'eo ket aes bevañ hep labour. |
G |
Eo, met diaes eo bevañ hep arc'hant. |
Goulennoù
- Piv eo Erwan ? Gwenola ?...
- Piv zo studier ? sekretourez ?
- Petra zo aes ? Petra zo diaes ?
Labour
Goulenn digant an amezeg Piv out ? Eus pelec'h
out ? Studier out ? Skuizh out ?
SKOL ADARRE !
CD (296K)
FM (148K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Janig hag Elouan
J. |
Demat dit, Elouan. |
E. |
Salud dit, Janig. |
J. |
Brav eo an amzer hiziv, keta ? |
E. |
N'eo ket fall. |
J. |
Tomm eo , keta ? |
E. |
N'eo ket yen. |
J. |
Oc'hola 'vat! Petra zo ganit ? Klañv out ? |
E. |
N'on ket. Yac'h on. Ha trist on ivez. |
J. |
A ! Echu eo ar vakañsoù ! |
E. |
Ya, echu int. |
J. |
Ha krog eo ar skol ! |
E. |
Ya, ha n'on ket diskuizh c'hoazh ! |
Goulennoù
- Penaos eo an amzer ? Klañv eo Elouan ?
- Petra zo echu ? Piv zo skuizh ?
|
|
|
|