|
Dictionaries and
grammars |
|
|
|
Kentel pevarzek
Da brenañ boued emaon o
vont
== Lesson 14 == The near future
|
|
KOAN
CD (352K)
FM (176K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Emañ Alan o komz gant Yann dirak ur
stal-voued.
A. |
Ac'hanta, Yann, petra emaout oc'h ober amañ ? |
Y. |
O pourmen emaon, ha te ? |
A. |
Me zo 'vont da brenañ boued. |
Y. |
Ha petra emaout 'vont da brenañ ? Kig ? |
A. |
N'emaon ket. Pesked, ognon, tomatez ha gwin gwenn
emaon o vont da brenañ. |
Y. |
Ha petra emaout o vont d'ober gant se ? |
A. |
Ur meuz lipous, evel-just. |
Y. |
Da-unan emaout 'vont da zebriñ ? |
Y. |
N'emaon ket. Gant Anna, Gwenola, ha Katell emaon o
vont da zebriñ. Deus ganimp ivez, ma kerez. |
A. |
N'on ket evit dont, siwazh. Emaon o vont d'ar
sinema gant ma mamm-gozh. |
Goulennoù
- Pelec'h emañ Alan ha Yann ? Oc'h ober petra emaint
?
- Petra emañ Alan o vont da brenan ? Petra emañ o vont
d'ober goude ?
- Gant piv emañ o vont da zebriñ ? Petra emañ Yann o
vont d'ober ?
|
|
|
|