Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Home
· About
· FAQ

Learn !
· Online course
· Useful phrases
· Easy short stories

Dictionaries and grammars
· Little grammar
· Breton names
· Favereau online

History
· What is Breton?

Kentelioù
· Introduction
· Kentel 1
· Kentel 2
· Kentel 3
· Kentel 4
· Kentel 5
· Kentel 6
· Kentel 7
· Kentel 8
· Kentel 9
· Kentel 10
· Kentel 11
· Kentel 12
· Kentel 13
· Kentel 14
· Kentel 15
· Kentel 16
· Kentel 17
· Kentel 18
· Kentel 19

Kentel seitek

Naon am eus

== Lesson 17 == Possession and the verb "HAVE"

Divizioù

ARC'HANT AL LOTO

audioCD (608K)  audioFM (304K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Emañ Gwenola Kervarc'heg o tont tre en ostaleri "Ker Is".
Emañ Erwan Penneg ouzh ar bar o komz gant Yannig, an ostiz.

E. Demat dit, Gwenola. Mont a ra mat ganit ?
G. Salud dit, Erwan. Ya, mont a ra mat-tre hiziv. Sec'hed am eus, sec'hed ruz. Ur banne bier, mar plij, Yannig. Ha te ?
E. Me n'em eus ket sec'hed. Naon am eus avat. Emaon o c'hortoz un tamm bara-pastez. Hastañ buan, Yannig, mar plij. N'em eus ket amzer !
G. Amzer 'teus ! Ev ur banne ganin'ta. Daou vanne bier, mar plij,Yannig..
E. Gortoz 'ta. Me zo 'vont da baeañ.
G. Me zo 'vont d'ober.
E. N'emaout ket ! Me 'meus labour, ha te 'teus ket.
G. N'em eus ket labour, gwir eo, met arc'hant am eus. Hiziv em eus kalz arc'hant, hiziv on pinvidik.
E. Arc'hant 'teus ? N'eo ket gwir !
G. Ya, arc'hant 'meus bet gant al loto.
E. Chañs 'teus 'vat.
G. Ya, evit ur wech. Yec'hed mat dit.

Goulennoù

  1. Mont a ra mat gant Gwenola ? Amzer he deus ?
  2. Labour he deus ? Arc'hant he deus ?
  3. Gant piv he deus bet arc'hant ?
  4. Amzer en deus Erwan ? Labour en deus ?
  5. Piv en deus chañs ?

PETRA O DEUS C'HOANT ?

audioCD (296K)  audioFM (148K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Emañ Ronan Danteg ha Herve Penneg dirak an ti-post.

R. Demat dit, Herve. Oc'h ober petra emaout amañ ?
H. O c'hortoz Annaig a zo o pellgomz. Ha te ?
R. Me zo o vont da c'hoari bilhard. N'ec'h eus ket c'hoant da c'hoari ganin ?
H. Nann. N'em eus ket amzer. Anna he deus c'hoant da vont da zebriñ paella. Ha me am eus c'hoant da welout ur film goude . C'hoant ac'h eus da zont ganimp ?
R. N'em eus ket, n'em eus ket kalz arc'hant, ha c'hoant am eus da vont da gousket abred fenoz.

Goulennoù

  1. Pelec'h emañ Ronan ha Herve ? Oc'h ober petra emaint ? Hag Annaig ?
  2. Da belec'h emañ Ronan o vont ? C'hoant en deus Herve da vont gantañ ?
  3. Da belec'h he deus c'hoant Annaig da vont ? Ha Herve ? Ha Ronan ?

N'EM EUS KAZH EBET

audioCD (248K)  audioFM (124K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Emañ Ronan Danteg o paouez echuiñ gant e verenn en ur preti.
Emañ bremañ o komz ouzh gant Anna Louarn, ar servijourez, ... hag o verc'heta.

R- Ur c'hi brav 'peus !
A- N'eo ket din, d'an ostiz eo. Me n'em eus ki ebet.
R- Ur c'hazh 'peus marteze ?
A- N'em eus kazh ebet ivez. Met ur gwaz am eus. Ha just a-walc'h, setu eñ o tont.
R- Me zo paotr yaouank, ha n'em eus gwreg ebet c'hoazh. O klask unan emaon, just a-walc'h.

Goulennoù

  1. Ur c'hi 'teus ? (ur c'hazh ? ur c'hrokodil ? ur c'hangourou ? ur marc'h ? ur boa ? ur panda ?)
  2. Ur c'harr nevez ? (un ti ? ur c'hastell ? ur maner ? ur vag ? )
  3. Breudeur ha c'hoarezed 'teus ? (bugale ?)
Kentel seitek
· Divizioù
· Gerioù
· Soniadouriezh
· Yezhadur
· Poelladennoù