|
Dictionaries and
grammars |
|
|
|
Kentel trizek
Eus pelec'h ? Da belec'h ?
Dre belec'h ? Da biv eo ?
== Lesson 13 == Where from? Where ? Via
where? Whose is it?
|
|
D'AR GÊR
CD (208K)
FM (104K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Dek eur hanter eo e Roazhon.
Emañ Herve ha Berc'hed oc'h evañ ur banne kafe er
skol-veur, goude ur gentel istor.
H. |
E Roazhon emaout o vont da chom e-pad an
dibenn-sizhun ? |
B. |
N'emaon ket, d'ar gêr emaon o vont goude kreisteiz,
da Gemper |
H. |
Gant an tren emaout o vont ? |
B. |
N'emaon ket. Gant ma c'harr kozh. |
H. |
Dre Bloermel emaout o vont ? |
B. |
N'emaon ket. Dre C'hourin emaon o vont. |
Labour
Emañ Berc'hed o vont eus Roazhon da Gemper gant he c'harr
dre an hent A (hent an Hanternoz) pe an hent B (hent ar
C'hreisteiz):
- A) Roazhon - Menezalban - Loudieg - Mur -
Rostrenen - Groñvel - Gourin -
Kore - Kemper.
- B) Roazhon - Plelan - Ploermel -
Logunec'h - Baod - an Oriant -
Kemperle - Kemper.
Goulennoù
- DA .... emañ Berc'hed o vont ? -DRE... ? -EUS ... ? -
Ya / N'emañ ket...
C'HOARI BIZ-MEUD
CD (152K)
FM (76K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Emañ Berc'hed o kuitaat Roazhon gant he
c'harr.
Ur paotr zo war an hent o c'hoari biz-meud.
B. (o chom a sav) : |
Da belec'h emaoc'h o vont ? |
Ar paotr : |
Da Vontroulez emaon o vont. |
B. : |
Me n'emaon ket o vont da Vontroulez. Da Gemper
emaon o vont. |
Labour
Copy the preceding dialogue and replace Montroulez by :
- Kastellaodren
- Gwengamp
- Benac'h
- Plounerin
- Garlann
- or another direction of your choice
C'HWEZ FALL
CD (336K)
FM (168K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Emañ Anna Sidaner o tont en-dro eus he
labour en ospital. N'eo ket plijet o welout stlabez en ti,
hag he bugale, Mona, Katell ha Gwenole, o sellout ouzh ar
skinwel.
A. |
Spontus eo ! Stlabez zo e pep lec'h amañ. Da biv eo
al levr-mañ dindan an daol ? |
M. |
Din eo, Mamm |
A. |
Ha da biv eo ar stammenn-mañ war ar gador ? |
K. |
Din eo, Mamm. |
A. |
Ha da biv eo ar botoù-se e-kichen ar skinwel ? |
K. |
N'int ket din, da Wenole int. |
A. |
Ha da biv eo al loeroù lous-mañ ? C'hwez zo ganto,
ha n'eo ket c'hwezh vat ! |
Ar vugale |
Da Dadig int ! |
Goulennoù
- Da biv eo al levr ? Da Vammig eo ?
- Da biv eo ar botoù ? Da Dadig int ?
- Petra zo da Gatell ? Peseurt c'hwez zo gant al loeroù
?
|
|
|
|