|
Dictionaries and
grammars |
|
|
|
Kentel seizh
Pelec'h emañ Yann ?
== Lesson 7 == Where is Yann?
|
|
PELEC'H EMAINT ?
CD (304K)
FM (152K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Medisinez eo Anna Sidaner. Dilabour eo he
gwaz Herve.
Emañ o mab Gwenole hag o merc'hed Katell ha Mona er
gêr.
G. |
Pelec'h emañ Mammig ? N'emañ ket er gêr ? |
K. |
Nann, en ospital emañ. |
G. |
Ha pelec'h emañ Tadig ? |
K. |
En ti-kêr emañ. |
G. |
Ha Mona ? Er gêr emañ ? |
K. |
Ya, er gêr emañ, met n'emañ ket en ti bremañ. El
liorzh emañ, gant tad-kozh. |
Goulennoù
- Piv eo Anna ? Herve ? Gwenole ? Katell ? Mona ?
- Pelec'h emañ Anna ? Herve ? ... Er gêr emañ Gwenole
?...
- Gant piv emañ Mona ?
- Piv zo en ti? el liorzh?...
AR GAZETENN
CD (272K)
FM (136K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Emañ Gweltaz ha Nolwenn er gêr, er
saloñs.
GW. |
Pelec'h emañ ar gazetenn ? |
N. |
War an daol emañ. |
GW. |
N'emañ ket. Ar bara hag an amann zo war an daol,
met ar gazetennn'emañ ket. Sell ! |
N. |
N'ouzon ket pelec'h emañ, neuze. War ar gador,
marteze ? |
GW. |
N'emañ ket ivez. Da sac'h zo war ar gador. |
N. |
Sell ! E-kichen ar prenestr emañ, dindan ar
c'hi! |
Goulennoù
- Pelec'h emañ Gweltaz ? ... Nolwenn ?
- Pelec'h emañ ar bara ?
- Petra zo e-kichen ar prenestr ? war ar gador ?
PELEC'H EMAÑ O CHOM ?
CD (168K)
FM (84K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Herve hag Anna
H. |
Pelec'h emañ Yann o chom ? |
A. |
N'ouzout ket pelec'h emañ o chom ? |
H. |
Nann, n'ouzon ket. |
A. |
E Rospez emañ o chom. |
H |
E Rospez ? Ha pelec'h emañ Rospez ? |
A. |
E-kichen Lannuon emañ. |
Labour
Replace Rospez / Lannuon with
- Gouenou / Brest
- Reze / Naoned
- Bruz / Roazhon
Goulennoù
- Pelec'h emaout o chom ?
|
|
|
|