|
Dictionaries and
grammars |
|
|
|
Kentel pemp
Gwenn eo ar paper / Ar paper
zo gwenn. Ar renadenn-anv
== Lesson 5 == Eo / Zo. Possession
|
|
LIVIOÙ
CD (344K)
FM (172K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Per hag Aziliz.
P. |
Lavar din petra zo gwenn ha du. |
A. |
Ar Gwenn-ha-Du, banniel Breizh, evel just. |
P. |
Mat-tre! Ha petra zo glas, gwenn ha ruz ? |
A. |
Se zo aes! Banniel Bro-C'hall. Ha bannieloù Holland
ha Luksembourg ivez. |
P. |
Lavar din bremañ petra zo ruz, gwenn ha gwer. |
A. |
Gortoz un tammig. Ruz, gwenn ha gwer ? |
P. |
A! N'ouzout ket! N'eo ket diaes, koulskoude ! |
A. |
Banniel Euskadi. |
P. |
Gwir eo. Ha banniel Kembre ivez. |
Goulennoù
- Pe liv eo banniel Breizh ? hini Korsika ? hini Beljik
? hini Italia ? hini Katalounia ? hini Bro-Saoz ? hini
Euskadi ? hini Alamagn ?
- Peseurt banniel zo gwer, gwenn ha ruz ? Orañjez,
gwenn ha gwer ? Banniel peseurt bro zo ruz ha gwenn ?
glas ha gwenn ? glas ha melen ?
- Pe liv eo ar c'hafe ? al laezh ? an amann ? ar gwin
ruz ? ar chistr ? ar guinness ? ar c'hokakola ? ar
bananez ? an orañjez ? an tomatez ?
LEIN YANN HA SOAZ
CD (232K)
FM (116K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Yann ha Soaz.
S. |
Prest eo lein ? |
Y. |
Ya,ya. Prest eo. |
S. |
Tomm eo ar c'hafe ? |
Y. |
Ya, tomm eo... Setu ar sukr. |
S. |
Mat eo ar c'hafe hep sukr ivez. Tomm eo al laezh
? |
Y. |
N'eo ket. Fall eo al laezh. N'eo ket mat ken. Met
mat eo ar c'hafe hep laezh ivez. |
S. |
Mat eo ? N'eo ket 'vat. Fresk eo ar bara ? |
Y. |
Ya, fresk eo. Met kozh eo an amann. |
Goulennoù
- Mat eo al laezh ? Fresk eo an amann ?
- Penaos eo ar bara ?
- Petra zo prest ? tomm ? yen ? mat ? fall ? fresk ?
kozh ?
PELLGOMZADENN
CD (328K)
FM (164K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Ronan ha Yann.
R. |
Alo, Yann Kerbaol ? Ronan Danteg amañ |
Y. |
Demat dit, Ronan. Mat an traoù ganit ? |
R. |
Ya, mat an traoù ganin. Ha ganit ? |
Y. |
Mat-tre. Penaos eo an amzer e Roazhon ? |
R. |
Fall eo. Glav zo. Glav yen! Hag e Sant Malo ? |
Y. |
Amañ eo brav an amzer. N'eo ket tomm-tomm avat.
Fresk eo un tammig, met brav eo ar mor. |
R. |
Mat-tre. Serret eo da stal traoù kozh ? |
Y. |
N'eo ket, digor eo hiziv c'hoazh. Met prest eo ar
vag. |
R. |
Mat-tre. Ken arc'hoazh, neuze. |
Y. |
Ya, ken arc'hoazh, Ronan. |
Goulennoù
- Penaos eo an amzer e Sant Malo ? E Roazhon ? Hag
amañ?
- Petra zo fall ? yen ? fresk ? digor ? prest ?
|
|
|
|