Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch
Kervarker
·Accueil
·Apropos
·FAQ

Apprendre et découvrir
·Cours en ligne
·Komz ar vugale
·Phrases utiles
·Nouvelles simplifiées

Dictionnaires et grammaires
·Petite grammaire
·Proverbes
·Prénoms bretons
·Favereau online

Histoire
·D'où vient le breton ?
·Levr gwenn ha du ar brezhoneg

Danevelloù aes
·Danevell 1
·Danevell 2
·Danevell 3
·Danevell 4
·Danevell 5
·Danevell 6
·Danevell 7
·Danevell 8
·Danevell 9
·Danevell 10

Danevell 10 (live #)

Ker Is

e brezhoneg aes

Skrid

Pa vezer o vageal e bae Douarnenez e klever a-wechoù un trouz iskis : kleier kêr Is a zo o seniñ dindan ar mor.

Marv eo kêr Is, ar gêr villiget, pell zo eo bet beuzet gant ar mor. Met bev eo he brud e Breizh penn-da-benn. Klevit ar vojenn.

Ur gêr vrudet

Gwechall e oa ur roue e Kemper, kêrbenn rouantelezh Kerne.

Gwechall gozh avat e oa roue Kerne o chom e Ker Is, rak eno e oa e gêrbenn. Mogerioù bras a oa en-dro da gêr, ha dorioù bras a oa ivez hag a veze digoret evit lezel ar mor da zont e-barzh ha da vont er-maez. Alc'hwezioù an dorioù -se a veze atav gant ar roue en e gerc'henn, staget gant ur chadenn aour.

Ur roue mat e oa ar roue Gradlon. Hag ur gêr binvidik e oa Is. Met an dud eno ne oant ket mat evel o roue: drouk ha kriz e oa o c'halonoù, rak breinet e oant gant ar binvidigezh. Ar re baour n'o deveze netra da zebriñ ha ne veze roet netra dezho gant ar re binvidik. Lezet e vezent da vervel gant an naon e kornioù ar straedoù, debret e vezent gant ar chas a-wechoù. An ilizoù a chome goullo: ne soñje ket an dud e Doue, ne soñjent nemet en arc'hant hag er plijadurioù: debriñ hag evañ, dañsal hag ebatal.

Ar skwer washañ a veze roet gant Dahud, merc'h ar roue, e verc'h nemeti, ur briñsez ne oa ket kaeroc'h ha ne oa ket gwashoc'h egeti e Kerne penn-da-benn. Ar roue a gare e verc'h, ha ne grede ket difenn outi ren ur vuhez diroll. Ur manac'h, anvet Gwenole, a lavare d'ar roue e oa aet skuizh Doue o welout ar pec'hed o ren e Kêr Is, hag e oa tost deiz an distruj hag ar marv evit ar bec'herien hag evit kêr Is. Dahud avat ne rae forzh. Derc'hel a rae gant he buhez ebatoù diroll.

Un deiz he doa aozet ur gouel bras, a bade meur a zevezh ha meur a nozvezh, gant arvestoù disakr e palez ar roue.

Ar Priñs Ruz

Er gouel-se e oa un ur priñs kaer ha hoalus, deuet eus broioù pell, ruz e zilhad evel an tan, du e zaoulagad evel an noz, flour ha c'hwek e gomzoù evel ar mel. Hennezh a oa desket war ar strobinellerezh, hag ar skiantoù hud a blije kalz da verc'h ar roue. Dañsal a raent an eil gant egile korolloù gadal ha diaoulek. Ha pa veze echu ar gouel, pa save an heol, n'en em guitaent ket.

Gwenole a c'houlennas digant Gralon lakaat ar gouelioù disakr da baouez, met ar roue ne selaouas ket ar sant. Ha Gwenole neuze ha mont da embann er straedoù:
« Paouezit gant an diroll! Emañ an distruj o tont warnomp. » Met den ne selaoue. An holl a rae goap ouzh ar manac'h.

E palez ar roue, e-pad ar gouel, ne baoueze ket Dahud da zañsal gant ar priñs estren.

« Ret eo din mont bremañ, eme ar priñs.
- Chomit ganin c'hoazh, eme Dahud.
- Ha petra a roioc'h din ma choman?
- Pezh a garoc'h. » Hag ar priñs a c'houlennas neuze : « Roit din, mar plij, alc'hwez skluzioù kêr Is.
- N'hallan ket, emezi, n'emaint ket ganin. Gant ma zad emaint, staget int ouzh ar chadenn en e gerc'henn.
- Kemerit anezho! » Ha Dahud da sentiñ ouzh mestr he c'halon, ar priñs se en doa strobinellet anezhi evel un diaoul.

Mont a reas-hi da gemer an alc'hwezioù e-barzh kambr he zad a oa o kousket. Distagañ a reas ar chadenn aour a oa en e gerc'henn ha dont en-dro davet ar strobineller.

Reiñ a reas an alc'hwezioù dezhañ ha kuitaat a rejont ar gouel o-daou.

An distruj

Gwenole en doa gwelet Dahud hag ar priñs gant an alc'hwezioù a redas da zihuniñ ar roue.
« Aotrou Roue, savit buan ha tec'hit. Milliget eo kêr Is. Emañ ar mor o tont warnomp, da zistruj ho kêr. Unan bennak anavezet mat ganeoc'h en deus digoret ar skluzioù » Ha Gradlon o vont gant Gwennole da gemer daou varc'h da dec'hel kuit. War an hent e kavas ar roue e verc'h Dahud, liv ar spont war he dremm.

« Tad, emezi, kasit ho merc'h ganeoc'h, me ho ped.
- Gradlon, lez an diaoulez-se da veuziñ,eme Gwennole »

Ar roue avat a gemeras Dahud gantañ war gein e varc'h.

Met ar mor a rede buanoc'h egeto. Dour a oa betek pennoù-glin ar roue war e varc'h. Hag an aneval n'halle ket redek buan gant ar samm a oa war e gein.

A-greiz -holl e tarzhas ur wagenn warno ha kas a reas Dahud ganti. Kenkent e voe gwelet ar mor o sioulaat.

Pa erruas Gradlon war an aod, war ar Menez Hom, en doa kollet e verc'h Dahud hag e gêrbenn Is.

Debret gant ar glac'har ez eas da vevañ da vanati Landevenneg gant menec'h Sant Gwennole.

Hiziv e weler delwenn ar roue Gradlon dirak iliz-veur Kemper, kêrbenn nevez Bro-Gerne. D'e verc'h Dahud avat n'eus bet savet delwenn ebet.

Ker Is
·Skrid
·Goulennoù
·Gerioù nevez