Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch
Kervarker
·Accueil
·Apropos
·FAQ

Apprendre et découvrir
·Cours en ligne
·Komz ar vugale
·Phrases utiles
·Nouvelles simplifiées

Dictionnaires et grammaires
·Petite grammaire
·Proverbes
·Prénoms bretons
·Favereau online

Histoire
·D'où vient le breton ?
·Levr gwenn ha du ar brezhoneg

Danevelloù aes
·Danevell 1
·Danevell 2
·Danevell 3
·Danevell 4
·Danevell 5
·Danevell 6
·Danevell 7
·Danevell 8
·Danevell 9
·Danevell 10

Danevell 4 (live #)

Ar voutailh war an traezh.

e brezhoneg aes

Skrid

Emañ Gwenola o pourmen war an aod, hec'h-unan, goude koan. Brav eo ar mor, ruz an heol hag an oabl.

Emañ-hi o sellout ouzh ar gwag o tarzhañ war ar reier. Diskenn a ra betek an draezhenn ha tennañ he botoù. Dont a ra an dour da lipat he zreid.

Gwelout a ra un dra bennak o ruilhal en eon. Ur voutailh eo, gant un tamm paper e-barzh.

Digoret he deus ar voutailh, ha displeget ur follennig velen. Ul lizher eo. E brezhoneg eo skrivet.

O lenn emañ Gwenola bremañ.

Malo Kaloneg eo ma anv. Kabiten on war ar Morvleiz, bravañ teirgwern an holl vorioù, doujet eus Enez ar Skorn betek Douar an Tan.

Dilestret e oamp, tud ar Morvleiz, war un enezenn didud anavezet mat ganin. Arsailhet on bet neuze gant ur bagad martoloded eus ar Morvleiz, Ha dilezet on bet amañ, ma-unan. Un tamm boued, ur voutailhad rom, ur fuzuilh hag ur sabrenn hepken o deus lezet ganin, al loened brein-se. En o fenn emañ ma letanant a garen evel ma mab, an treitour Konan Taldir.

Konan Taldir! An hini am boa dastumet, pa oa bugel bihan, o ouelañ dirak korfoù marv e dud, lazhet gant ur morlaer saoz e-kichen ar Poulldu! An hini am boa kelennet dezhañ sekredoù ar mor! Milliget ra vo e anv! Daonet ra vo e ene! Ha ra vreino e eskern ouzh ar groug!

Ma aour emaint o klask. Krediñ a reont e kavint ma zeñzor, teñzor ma beajoù. Dipitet e vint, me `lar deoc'h, rak n'on ket ken sot ha ma kredont. Paotr fin eo mab ma zad. Ha den ne oar pelec'h emañ an aour am eus kuzhet. Rak kuzhet mat eo, hag ar re o deus gwelet anezhañ o deus kollet o buhez, ha n'emaint ket amañ ken evit kontañ d'an dud. Ar re varv hepken a oar chom mut.

Poan he deus Gwenola o kompren ar pezh a zo skrivet goude. N'eo ket sklaer al lizherennoù ken.

C'hwi avat, a zo o lenn al lizher-mañ, ho po an hanter eus ma zeñzor ma teuit da sikour ar paour-kaezh Malo Kaloneg amañ en e enezenn, kollet e-kreiz ar mor bras . Setu pelec'h emañ an e ...

N'eo ket ar plac'h yaouank evit lenn ken. Diverket eo pep tra.

Gourvez a ra Gwenola war an traezh sec'h en ur empentiñ Malo Kaloneg hag e deñzor. Klouar eo an aer. Klouar e vez aer an abardaevezhioù hañv en arvor.

Deuet eo an noz. Manet eo kousket dindan ar stered, ar baperenn en he dorn, ar voutailh en he c'hichen. Huñvreal a ra en inizi kevrinek, leun a deñzorioù. Hag en ur preizher eus an amzer gozh o klask he lazhañ, peogwir e oar-hi pelec'h emañ e aour.

Dihuniñ a ra , ha lezel al lizher da vont gant an avel.

Ar voutailh war an traezh.
·Skrid
·Goulennoù
·Gerioù nevez
·Yezhadur