Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch
Kervarker
·Accueil
·Apropos
·FAQ

Apprendre et découvrir
·Cours en ligne
·Komz ar vugale
·Phrases utiles
·Nouvelles simplifiées

Dictionnaires et grammaires
·Petite grammaire
·Proverbes
·Prénoms bretons
·Favereau online

Histoire
·D'où vient le breton ?
·Levr gwenn ha du ar brezhoneg

Danevelloù aes
·Danevell 1
·Danevell 2
·Danevell 3
·Danevell 4
·Danevell 5
·Danevell 6
·Danevell 7
·Danevell 8
·Danevell 9
·Danevell 10

Danevell 7 (live #)

Fromadenn

e brezhoneg aes

Skrid

Ul lizher

Dihunet on gant kan plijus an evned ha trouz bouzarus ur morzhol-pigell.

Nav eur eo, hag ar meurzh zo hiziv. Gwelout a ran an heol dre ar prenestr: splannañ a ra war an toennoù gleb. Glav zo bet, met kaer e vo an amzer hiziv.

En ti n'eus trouz ebet. Ma-unan emaon. Aet eo ma mamm ha ma zad da labourat, ha ma c'hoar zo er skol.

Sevel a ran. Gwiskañ a ran ma sae-gambr ha ma chaosonoù, ha diskenn a ran gant ar skalieroù. Chom a ran a-sav dirak dor an ti da sellout ouzh al lizhiri zo e-barzh ar voest.

Tri lizher zo: unan e-barzh ur golo bras ha daou e-barzh ur golo bihan. An hini bras gell zo evit ma zad: Yann Halegouet zo skrivet warnañ. An hini bihan roz evit ma c'hoar Berc'hed. Hag an hini bihan glas, a welan, zo evidon, Herve Halegouet.

N'ouzon ket perak, ne blij ket din liv ha stumm ar golo bihan-se. Anv un urcher zo warnañ. Ernest Kerampont. N'ouzon ket perak ivez, ne blij ket din an anv-se.

Lakaat a ran ma lizher e godell ma sae-gambr, adlakaat a ran ar re all er voest, ha mont a ran da ober ur banne kafe: hini kreñv, evel just, evel ma plij din evañ diouzh ar beure.

Lakaat a ran dour da dommañ, ha malañ a ran kafe, rak ma mamm ne bren ket kafe malet gwech ebet. Ober a ran ar c'hafe en ur zebriñ ur grampouezhenn gant kaotigell avaloù.

Tennañ a ran ma lizher eus ma godell. Digeriñ a ran anezhañ. Prest eo ar c'hafe bremañ. Azezañ a ran da lenn ha d'evañ ma banne.

Ur chekenn

Biskoazh kemend-all!

Pebezh fromadenn!

Ur chekenn zo e-barzh, ha war ma anv, mar plij!

N'eo ket ur chekenn kant lur. N'eo ket ur chekenn mil lur. N'eo ket ur chekenn pemp mil lur ivez. Ur chekenn dek mil lur, tudoù kaezh!

Ul lizher zo gant ar chekenn. Gant Ernest Kerampont, an urcher, eo skrivet. Gantañ, pe gant e sekretourez, ne vern. Displegañ a ra eus pelec'h e teu an arc'hant. Eus ur voereb kozh, o chom e Naoned.. Ur voereb kozh din zo marvet ha laosket he deus dek mil lur din, peogwir n'he doa bugel ebet, ha peogwir he doa soñj bezañ gwelet ac'hanon pa oan bihan ha koant. Me n'em eus ket soñj eus ar voereb-se, Madalen Soubigou hec'h anv, met gwir eo e oan koant pa oan bihan. Gouzout a ran ivez ne vez ket troet an urcherien da farsal, ha plijout a ra din lizher an Aotrou Ernest Kerampont, un anv brav, a gavan.

An huñvre

Kregiñ a ran da soñjal e-barzh an arc'hant-se. Gwelout a ran peseurt traoù a c'hallin ober ganto. Hir eo al listennad. Gallout a rin prenañ kalz traoù. Ne vo ket diaes dispign an arc'hant-se.

Met da gentañ em eus un dra a-bouez d'ober. Rak re ziwezhat eo da vont da labourat. Ha n'on ket gwisket na gwalc'het c'hoazh. Kemer a ran ar bellgomz. Gervel a ran ma mestr, an Aotrou Anton Berrec'houg, rener ar stal ardivinkoù tredan, e-lec'h ma labouran abaoe ur sizhun. Ul labour displijus, ma'z eus unan.

Lavarout a ran on klañv. Lavarout a ran em eus terzhienn, peogwir em boa tapet riv dindan ar glav yen dec'h da noz. Glav a oa dec'h pa oan o tont er-maez eus ar stal, ha gleb-teil e oan.

Goulenn a ra Berrec'houg a-benn pegeit e vin pare, hag a-benn pegoulz e c'hallin dont da labourat en-dro. Respont a ran n'ouzon ket c'hoazh, rak gortoz a ran ar medisin. Gouzout a ran kontañ gevier, met se ne lavaran ket dezhañ.

C'hoant am eus da c'hervel ma zad ha ma mamm ivez. Met ne vint ket plijet peogwir n'on ket bet o labourat. Klevout a ran anezho:
« N'eus ket ur sizhun ec'h eus kavet labour ha kavout a rez an tu da chom d'ober teil tomm, lochore bras. » Peogwir emañ kont evel se ne lavarin netra dezho, setu! Na d'am c'hoar ivez, peogwir e c'houlenno diganin prenañ dezhi ur bern traoù, ur re votoù-ruilh, ur porpant ler, ha me'oar petra c'hoazh. Ha pa lavarin dezhi n'hallin paeañ netra dezhi e krogo da ouelañ, hag e vo ret din plegañ evel da gustum. Ne lavarin netra dezhi, setu. Hag ar voereb n'anaveze ket anezhi n'eus forzh penaos, peogwir e oa ganet pemp bloaz war ma lerc'h. Ha ne oa ket ken koant ha me pa oa bihan.

Goude gwiskañ ma dilhad on bet oc'h ober un dro e kêr. Debret em eus ma merenn en ur preti ker, evet em eus gwin mat, un tammig mav on o sevel diouzh taol, n'eo ket displijus.

Kentañ tra am eus prenet eo ur gitar tredan. N'ouzon ket seniñ c'hoazh, met arc'hant a-walc'h am eus da baeañ kentelioù. Ha deskiñ a rin buan, n'eus forzh penaos.

Goude-se em eus prenet dilhad nevez diouzh ar c'hiz. N'hallan ket mont da zañsal d'ar sadorn gant ma dilhad labour, ma gwiskamant glas ha ma c'hravatenn ruz. Neuze em eus prenet ur gwiskamant roz, ur roched mouk hag ur gravatenn heñvel. Dispar evit merc'heta.

Prenet em eus c'hoazh un toullad pladennoù sonerezh "country", levrioù skeudennoù diwar-benn Hollywood hag ar filmoù western: sot on ganto.

Soñjet em eus ivez e c'hallin prenañ ur c'harr bihan marteze, ha kavet em eus brav ar vuhez. Gant an tamm arc'hant am eus laket a-gostez er bank hag ar gwenneien a c'honezin er stal em bo peadra... Ma! ret e vo mont da labourat adarre. Soñjet em eus neuze e-barzh ma moereb Madalen n'on ket bet o welout e Naoned gwech ebet, ha kavet em eus e c'hallje bezañ roet din un tammig muioc'h memes tra. Met moerebed all am eus moarvat. Ret e vo din goulenn digant ma zud.

Ul lizher all

Hiziv em eus bet pevar lizher bihan hag unan bras. Diwar-benn ar memes tra int o-fevar. Ar chekennoù am boa roet da brenañ ma frenadennoù zo bet adkaset d'am bank. N'eus ket arc'hant ken war ma c'hont. Dle am eus zoken. Ret eo din dont en-dro d'ar stalioù-se da baeañ!

Da gentañ ne gomprenen ket. Ne welen ket petra e oa.

P'am eus digoret ar pevare lizher avat em eus komprenet diouzhtu.
« Pesk Ebrel », zo skrivet war un tamm kartoñs melen. Neuze em eus bet soñj. Chekenn ar voereb Madalen am boa bet dimeurzh tremenet! D'ar c'hentañ a viz Ebrel!

Ma kavan piv eo ar genaoueg en deus kaset al lizhiri sot-se din e kousto ker dezhañ. Ne garfen ket bezañ en e votoù.

Sur on deoc'h emañ o vont da gaout diganin-me.

Fromadenn
·Skrid
·Goulennoù
·Gerioù nevez