|
Dictionnaires et
grammaires |
|
|
|
Danevell 8 (live #)
Dial
e brezhoneg aes
|
|
Ma mignon Kerloc'h-Omnes,
an enklasker brudet, a oa ganin en devezh all o tebriñ ur
pizza yen en ur c'hrampouezhti e kreiz-kêr pa lavaras en ur
lenn ar gazetenn : « Sed a zo souezhus, Gwazhdon.
- Petra zo souezhus ? emezon en ur deurel ur sell heuget
ouzh ar moc'haj em asied
- Sellit, doktor » emezañ en ur ziskouez din ar
gemennadenn, ha kregiñ da zebriñ gant plijadur an dra
doñjerus a oa dirakañ. Ur c'harr-tan Mercedes a oa bet
lakaet e gwerzh, hag ar priz warnañ ne oa nemet kant lur.
Kant lur gall nemetken. Kenkent hag echu gantañ e asiedad,
ha ma hini ouzhpenn, paeet ganin boued fall ha gwin trenk
hon daou bred, ez eas Kerloc'h-Omnes da bellgomz d'hon
mignon Steven Pilgerc'h a oa o klask ur Mercedes kozh evit
ur film nevez.
Hag ar filmaozer ha mont da
welout ar c'harr e ti an hini en doa laket e werzhañ. Ur
vaouez e oa, daou-ugent vloaz bennak dezhi, gwisket kran,
rak evel ma c'hallit krediñ ne oa ket eus ar re
baourañ.
« Ma c'harr-me n'eo ket, emezi, rak d'am gwaz eo. Met
lavarout a c'hallan n'eo ket ur farsadenn tamm ebet. Deuit
ganin da welout. » Pa voent dirak ar c'harr e welas ur
c'harr glas-lufr, kozh a dra sur, a gouste tri c'hant mil
lur d'an nebeutañ. Diouzh e welout e oa bet prenet daou
vloaz a-raok, met servijout n'en doa ket graet kalz. «
Iskis e kavan an afer, eme Bilgerc'h. Sur oc'h n'eus fazi
ebet eus ho perzh ? Deuet e oan da welout ur c'harr a
werzhit kant lur, hervez ar gazetenn.
- Fazi ebet, eme ar vaouez. Sed amañ ar paperioù hag ar
c'harr, ma roit din ar priz a c'houlennan. »
Nec'het e oa ar filmaozour,
un den onest evel n'eus ket kalz, o welout pegen nebeut a
c'houlenne, ha nac'h a reas da gentañ. Met pennekoc'h
egetañ e oa ar vaouez.
« Gant ma Mercedes damnevez
on deuet da welout ac'hanoc'h, eme Bilgerc'h da
Gerloc'h-Omnes, a oa nevez krog da c'hoari echedoù ganin.
Gallout a rit e welout dre ar prenestr. Aze emañ e korn ar
straed. Sed un istor a c'hallfe plijout deoc'h, Kerloc'h.
Soñjit 'ta! Aet eo kuit he gwaz gant ur vaouez all da
Vro-Brazil. Ha petra en deus graet ar genaoueg-se, nemet
skrivañ dezhi da c'houlenn diganti gwerzhañ e garr. Ha kas
an arc'hant dezhañ du-hont.
- Ha graet he deus, evel just, eme Gerloc'h-Omnes.
- Hep mar ebet, eme e vignon.
- Laouen e vo egile gant e gant lur. Gallout a rafes ober
ur film gant an istor-se.
- Setu dres pezh am boa soñjet. "Dial gwreg", e vo e anv.
Un istor polis e vo. Ezhomm am bo ac'hanoc'h.
- Pa garot, eme Gerloc'h-Omnes. Koll oc'h adarre, Gwazhdon,
ma mignon kaezh. C'hwi a baeo ar pred a-benn arc'hoazh. »
Chom a raen da sellout ouzh ar c'hoari. Heuget e oan. Pa
soñjen em boa paeet kant lur daou bizza yen en deiz
all.
|
|
|
|