Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch
Kervarker
·Accueil
·Apropos
·FAQ

Apprendre et découvrir
·Cours en ligne
·Komz ar vugale
·Phrases utiles
·Nouvelles simplifiées

Dictionnaires et grammaires
·Petite grammaire
·Proverbes
·Prénoms bretons
·Favereau online

Histoire
·D'où vient le breton ?
·Levr gwenn ha du ar brezhoneg

Danevelloù aes
·Danevell 1
·Danevell 2
·Danevell 3
·Danevell 4
·Danevell 5
·Danevell 6
·Danevell 7
·Danevell 8
·Danevell 9
·Danevell 10

Danevell 2 (live #)

Klasad Yannig en ti-krampouezh.

e brezhoneg aes

Skrid

Yannig en ti-krampouezh

Hiziv da greisteiz on bet o tebriñ krampouezh gant ar c'helenner brezhoneg. Met n'on ket bet e ti ar c'helenner brezhoneg, peogwir ne oar ket ober krampouezh. Hag ouzhpenn-se eo re vihan e lojeiz : an holl skolidi a studi brezhoneg a oa ganin ivez..

En un ti-krampouezh e kreiz-kêr omp bet. Un ti-krampouezh zo e-kichen hon skol ivez, e kreisteiz kêr, e karter Brekinieg, met n'eo ket bras-bras : ugent e oamp ouzh taol, eizh paotr hag unnek plac'h, gant ur c'helenner ouzhpenn.

Ar pred

Komzet hon eus un tammig brezhoneg ha debret hon eus kalz. Ar c'helenner en deus debret un tammig ha komzet kalz. Me n'em eus ket selaouet peogwir e oan e-kichen Gwenola. Aziliz ne oa ket plijet.

Alan n'en deus ket debret krampouezh : goulennet en deus kig gant fritez. Ar c'helenner ne oa ket plijet ! Ar re all, an holl re all, o deus debret krampouezh. Me n'em eus ket debret kalz, peogwir e oan o sellout ouzh Gwenola.

Ar merc'hed o deus evet dour, pe laezh-ribod. Ar baotred o deus goulennet chistr, nemet Alan en deus evet Kokakola.

Roet em eus ur banne bihan eus ma chistr da Wenola ivez. Un taol troad am eus bet neuze dindan an daol. Digant Aziliz e oa : ne oa ket plijet.

Ar c'helenner en deus evet gwin ruz, kalz gwin ruz.

An dibenn-pred

Da zibenn-pred em eus kemeret ur grampouezhenn gant mel. Gwenola he deus bet dienn-skornet. Ar c'helenner en deus goulennet ur grampouezhenn tanet gant rom.

Goude-se en deus kanet son ar chistr ha ni hon eus kanet gantañ ... nemet Aziliz a oa o vouzhañ.

Neuze hon eus goulennet banneoù kafe ... hag an notenn. Ar c'helenner n'en deus ket paeet ar c'hafe dimp. Dispignet em eus hanter-kant lur eta, e-lec'h pemp-ha-daou-ugent.

Labour war ar fizik

Goude ar pred eo aet an holl d'ar skol, nemet Alan ha me, peogwir eo klañv hon c'helenner fizik, ur chañs.

Bet omp oc'h ober un dro er stalioù bras. Alan en deus prenet ur bladenn gant U2, ar strollad brudet eus Iwerzhon. ... Me n'em eus prenet netra, peogwir n'em eus ket arc'hant ken. Hag Alan n'en deus ket prestet din.

Ha bremañ emaon er gêr, ma-unan, o selaou ar skingomz ... hag o c'hortoz Gwenola : o vont da studiañ fizik emaomp. Marteze.

Klasad Yannig en ti-krampouezh.
·Skrid
·Goulennoù
·Gerioù nevez
·Yezhadur