|
Dictionnaires et
grammaires |
|
|
|
Danevell 3 (live #)
ABGREGOR
e brezhoneg aes
|
|
Ur skiantour.
Anavezout a rit Gregor
Roc'h-Kongar, ar skiantour brudet a zo o chom e
Lokmaria-Berrien., e Menez Are. Ne rit ket? Ma, ne gollit
netra.
Ur skiantour meur eo
marteze, met un den displijus eo ivez. Ne gomz ket ouzh e
amezeien, rak ne gar ket an dud. Ne gar nemetañ e unan.
Butuniñ a ra kalz ivez: atav e vez gant e gorn-butun en e
c'henou, ha n'eus ket c'hwez vat ganto.
Er mare-mañ emañ oc'h ober
ur robot. Gouzout a rit petra eo ar robotoù: ardivinkoù a
labour en ho lec'h e-keit ha ma vezit o tiskuizhañ en ur
sellout ouzh ur film skiant-faltazi er skinwel.
Ma, n'eo ket echu ar
robot-se c'hoazh, met un anv zo bet roet dezhañ: Abgregor
eo anvet. Bugel kentañ Gregor Roc'h-Kongar e vo. Ne vo ket
graet gant kig ha gwad, a zo sur, met ur robot gant houarn
hag eoul e vo. Ha ne vo ket klañv ken alies hag ur bugel,
ha ne raio ket kement a drouz, neketa?
Janig.
Un eilerez en deus Gregor
Roc'h-Kongar. Janig Pennognon eo hec'h anv. Plijout a ra ar
skiantour dezhi, kit da gompren perak. Burzhud ar garantez
marteze. Met siwazh, ar paour kaezh Janig ne blij ket
dezhañ. Ne blij ket dezhañ peogwir e komz kalz, peogwir e
vez diwezhat a-wechoù, ha peogwir eo un tammig tev. Petra a
reoc'h? Gwir eo e tebr re a chokolad e-lec'h butuniñ ar
c'horn. Ouzhpenn-se ne labour ket mat a-walc'h, hervez soñj
an Aotrou Roc'h-Kongar.
Se n'eo ket gwir, rak ober
a ra he seizh gwellañ atav.
Ne gredit ket?
N'hoc'h eus ken nemet
gwelout : hiziv n'eo ket erruet diwezhat Janig en he
labour.
Ar robot.
En arnodva emañ o komz gant
Gregor Roc'h-Kongar.
« Aotrou kelenner, ha
heñvel e vo Abgregor ouzh an dud all ?
- Ne vo ket; speredekoc'h e vo ha kreñvoc'h e vo
ivez.
- Ha petra a zebro?
- Ar memes boued ha ni a zebro: bara ha kafe da lein,
eveldomp. Nemet muioc'h a voued a zebro: tri lur vara hag
ul litrad kafe a yelo gantañ, rak evañ a raio muioc'h
egedomp ivez.
- Ha gallout a raio komz ?
- Ya, met komz a raio nebeutoc'h egedoc'h, ha kousket a
raio nebeutoc'h egedoc'h ivez. Nebeutoc'h a fazioù a raio
ivez, ha gwelloc'h e labouro, n'eus forzh penaos.
Efedusoc'h egedoc'h e vo, ha muioc'h a arc'hant a c'honezin
gantañ eget ganeoc'h.
- Petra e talvez ar c'homzoù-mañ, aotrou kelenner ?
- Janig, Abgregor a vo eiler ganin, labourat a raio muioc'h
ha koustañ a raio nebeutoc'h egedoc'h. Kalz gwelloc'h e vo
an traoù evel se, ne gred ket deoc'h ?
- Ha me neuze, aotrou kelenner, petra e teuin da
vezañ?
- C'hwi ? Ac'hanta, laoskit-me da sellout ouzhoc'h ...
Feiz, tevoc'h oc'h eget an dud all, hag Abgregor en devo
muioc'h a naon eget n'eus forzh piv... Debriñ ac'hanoc'h a
raio !
- Forzh ma buhez ! Forzh ma buhez ! » Ha n'eo ket bet
adwelet Janed Pennognon e ti Gregor Roc'h-Kongar nag e
bourk Lokmaria-Berrien abaoe an deiz-se.
Glac'har a garantez, a
lavar an teodoù fall.
|
|
|
|