Danevell 1 (live #)
Emgav
e brezhoneg aes
|
|
Laouen evel an heol eo
Yannig hiziv. Peadra zo. Emgav en deus roet da Gatell en
ostaleri al Labous-Noz da 6
eur.
Bravañ plac'h al lise eo
Katell, ha sot eo Yannig ganti. Karout a ra he blev du hir,
hag he daoulagad gell-kistin. Ha kement tra a lavar-hi a
gav fur, poellek, speredek. Katell a blij dezhañ evel
plac'h ebet a-raok.
Pemp eur eo bremañ ha mall
zo gant Yannig: a-benn un eur e kejo gant e vignonez muiañ
karet ha n'eo ket prest c'hoazh! Ret eo dezhañ hastañ
buan!
Da gentañ ez a d'ar
sal-gibellañ d'en em walc'hiñ. Goude ur strinkad-dour e
skuilh fonnus war e gorf dour c'hwez-vat
« Hoalerezh » ( c'hwi `oar, evit ar
baotred a blij d'ar merc'hed). Goude ez a d'e gambr
da zibab peseurt dilhad emañ o vont da lakaat.
Etre daou soñj emañ Yannig:
gwiskañ e vragoù du gant e roched wenn pe lakaat ur
gwiskamant djinn glas
penn-da-benn. Diaes an dibab. Goude chom ur pennadig da
dreiñ soñjoù en e benn setu graet e venoz: lakaat a raio ar
gwiskamant djin gant ar roched wenn.
Pemp eur hanter eo bremañ
hag emañ Yannig o kribañ e vlev. Fuloriñ a ra peogwir ne
fell ket d'ur gizennad blev reut plegañ hervez e c'hoant.
Skuizhañ a ra Yannig goude ur pennadig. Ken skuizh eo aet
ma wispon e vlev gant koavon-blev e vreur punk.
A-raok mont er-maez e
vroust e zent gant Ar Sklerijenn
All, Lufr d'ho tent, ha
freskter d'hoc'h anal, an toaz-dent brudet gant ar
skinwel.
Prest eo Yannig da vont
er-maez. Emañ o lasañ e votoù nevez. Setu ar bellgomz o
seniñ. Katell an hini eo. Ne zeuio ket fenoz. Ranket he
deus kas he c'hazh da di ar mezeg-loened. Torret eo e bav
gant ar paour-kaezh bisig. Ur wech all marteze?
Yannig avat a dorrfe
a-walc'h e c'houzoug ivez d'ar bisig bihan kaezh.
|