|
Dictionnaires et
grammaires |
|
|
|
Kentel naontek
Petra a ra Yann bemdez
?
== Leçon 19 == Le présent simple (habitude)
|
|
SKRIVAGNER, KELENNER, BEAJOUR ...
CD (504K)
FM (252K) (© Ti
Embann ar Skolioù)
Emañ Erwan Penneg, kazetenner F3 Breizh,
oc'h ober ur pennad-kaoz gant ar skrivagner brezhonek Yann
Kerlagad e Brest(lodenn gentañ).
E. |
Labourat a rit kalz? |
Y. |
Ya 'vat, labourat a ran kalz bemdez. Kelenn a ran
er Skol-Veur, ha studiañ a ran kalz: lenn a ran e pep
lec'h, er gêr, er bus, en ostaleri. Ne ran nemet
labourat. |
E. |
Skrivañ a rit e pep lec'h ivez? |
Y. |
Ne ran ket. Ober a ran er gêr hepken. |
E. |
Gwelout a ran... Ha beajiñ a rit kalz ? |
Y. |
Ya, beajiñ a ran kalz e Breizh, hag er broioù
keltiek all un tammig. |
E. |
Mont a rit alies da Amerika ivez? |
Y. |
Ne ran ket alies. Mont a ran a-wechoù da Amerika,
da Vro-Alamagn, ha da Vro-Japan ivez. |
E. |
Plijout a ra Bro Japan deoc'h? |
Y. |
Ya, plijout a ra din kalz. Amerika avat ne ra
ket. |
Goulennoù
- Gant piv emañ Erwan o komz? Peseurt labour a ra
Yann?
- Labourat a ra kalz? Skrivañ a ra e pep lec'h?
- Beajiñ a ra kalz? Mont a ra alies da Amerika? da
Iwerzhon? da Aostralia?
- Plijout a ra Amerika da Yann?
|
|
|
|