|
Dictionnaires et
grammaires |
|
|
|
Kentel eizh
Pelec'h ez eus ... ? N'eus
ket / N'eus ... ebet
== Leçon 8 == Où y a-t-il ... ? Il y a / Il
n'y a pas
|
|
LEVR EBET
CD
(168K)FM (84K)
(© Ti Embann ar Skolioù)
Emañ Gwenola e ti he mignonez
Soazig.
Gwenola. |
Pelec'h emañ al levr brezhoneg ? |
Soazig. |
N'ouzon ket. N'eus ket unan war an daol? |
Gwenola. |
Nann, n'eus levr ebet war an daol-se. |
Soazig. |
Sell war ar gwele neuze. |
Gwenola. |
A ya, unan zo aze. |
Labour
Remplacer levr (brezhoneg) par :
- geriadur (brezhoneg)
- yezhadur
- pakad sigaretennoù
- sac'had madigoù
...
Goulennoù
- Pelec'h emañ Gwenola ? ( Soazig ? al levr brezhoneg ?
)
BUTUN D'AR SUL
CD
(312K)FM
(156K) (© Ti Embann ar Skolioù)
War ar straed, un den gant
Katell.
An den. |
Mar plij, pelec'h ez eus ur stal-vutun? |
Katell. |
Ahont, e korn ar straed, ez eus unan. |
An den. |
Ya, met n'eo ket digor. |
Katell. |
Serret eo? Dirak an ti-kêr ez eus unan all. |
An den. |
Serret eo ivez. |
Katell. |
A-dreñv an ti-post ez eus unan all c'hoazh. |
An den. |
Pell emañ. N'eus ket unan all tostoc'h? |
Katell. |
Nann, met en ostalerioù ez eus butun ivez. |
An den. |
Sigaretennoù zo, met butun korn n'eus ket. |
Katell. |
Paour kaezh den! N'eo ket ret butuniñ! Ret eo ober
sport |
Goulennoù
- Pelec'h emañ Katell ? Gant piv emañ ?
- Petra zo e korn ar straed ? Digor eo ?
- Pelec'h ez eus ur stal-vutun digor ?
- Pelec'h ez eus sigaretennoù ?
- Butun korn zo en ostaleri ? Bara zo ?
|
|
|
|