Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch
Kervarker
·Accueil
·Apropos
·FAQ

Apprendre et découvrir
·Cours en ligne
·Komz ar vugale
·Phrases utiles
·Nouvelles simplifiées

Dictionnaires et grammaires
·Petite grammaire
·Proverbes
·Prénoms bretons
·Favereau online

Histoire
·D'où vient le breton ?
·Levr gwenn ha du ar brezhoneg

Kentelioù
·Introduction
·Kentel 1
·Kentel 2
·Kentel 3
·Kentel 4
·Kentel 5
·Kentel 6
·Kentel 7
·Kentel 8
·Kentel 9
·Kentel 10
·Kentel 11
·Kentel 12
·Kentel 13
·Kentel 14
·Kentel 15
·Kentel 16
·Kentel 17
·Kentel 18
·Kentel 19

Kentel trizek

Eus pelec'h ? Da belec'h ? Dre belec'h ? Da biv eo ?

== Leçon 13 == D'où ? Où ? Par où ? A qui est-ce ?

Divizioù

D'AR GÊR

audioCD (208K)audioFM (104K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Dek eur hanter eo e Roazhon.
Emañ Herve ha Berc'hed oc'h evañ ur banne kafe er skol-veur, goude ur gentel istor.

H. E Roazhon emaout o vont da chom e-pad an dibenn-sizhun ?
B. N'emaon ket, d'ar gêr emaon o vont goude kreisteiz, da Gemper
H. Gant an tren emaout o vont ?
B. N'emaon ket. Gant ma c'harr kozh.
H. Dre Bloermel emaout o vont ?
B. N'emaon ket. Dre C'hourin emaon o vont.

Labour

Emañ Berc'hed o vont eus Roazhon da Gemper gant he c'harr dre an hent A (hent an Hanternoz) pe an hent B (hent ar C'hreisteiz):
A) Roazhon - Menezalban - Loudieg - Mur - Rostrenen - Groñvel - Gourin - Kore - Kemper.
B) Roazhon - Plelan - Ploermel - Logunec'h - Baod - an Oriant - Kemperle - Kemper.

Goulennoù

  1. DA .... emañ Berc'hed o vont ? -DRE... ? -EUS ... ? - Ya / N'emañ ket...

C'HOARI BIZ-MEUD

audioCD (152K)audioFM (76K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Emañ Berc'hed o kuitaat Roazhon gant he c'harr.
Ur paotr zo war an hent o c'hoari biz-meud.

B. (o chom a sav) : Da belec'h emaoc'h o vont ?
Ar paotr : Da Vontroulez emaon o vont.
B. : Me n'emaon ket o vont da Vontroulez. Da Gemper emaon o vont.

Labour

Imiter le dialogue précédent et remplacer Montroulez par :
Kastellaodren
Gwengamp
Benac'h
Plounerin
Garlann
ou toute autre direction de votre choix

C'HWEZ FALL

audioCD (336K)audioFM (168K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Emañ Anna Sidaner o tont en-dro eus he labour en ospital. N'eo ket plijet o welout stlabez en ti, hag he bugale, Mona, Katell ha Gwenole, o sellout ouzh ar skinwel.

A. Spontus eo ! Stlabez zo e pep lec'h amañ. Da biv eo al levr-mañ dindan an daol ?
M. Din eo, Mamm
A. Ha da biv eo ar stammenn-mañ war ar gador ?
K. Din eo, Mamm.
A. Ha da biv eo ar botoù-se e-kichen ar skinwel ?
K. N'int ket din, da Wenole int.
A. Ha da biv eo al loeroù lous-mañ ? C'hwez zo ganto, ha n'eo ket c'hwezh vat !
Ar vugale Da Dadig int !

Goulennoù

  1. Da biv eo al levr ? Da Vammig eo ?
  2. Da biv eo ar botoù ? Da Dadig int ?
  3. Petra zo da Gatell ? Peseurt c'hwez zo gant al loeroù ?
Kentel trizek
·Divizioù
·Gerioù
·Soniadouriezh
·Yezhadur
·Poelladennoù