|
Dictionnaires et
grammaires |
|
|
|
Kentel pevar
Penaos eo ? Pe liv int
?
== Leçon 4 == Comment est-il ? De quelle
couleur sont-ils ?
|
|
FEST-NOZ E PLOUNEVEZ
CD
(304K)FM
(152K) (© Ti Embann ar Skolioù)
Alan ha Bernez
A. |
Piv eo an den-se ? |
B. |
An den bras gant blev gwenn ? |
A. |
Ya. N'eo ket ar person ? |
B. |
Nann, n'eo ket ar person. Ar maer eo... An den
bihan-se, gant blev du, eo ar person. |
A. |
Yaouank eo 'vat. Ha piv eo ar plac'h koant-se gant
blev melen ? |
B. |
N'ouzout ket piv eo ? |
A. |
Nann, n'ouzon ket piv eo. N'eo ket ar skolaerez
? |
B. |
Nann, n'eo ket ar skolaerez. Ma c'hoar Gwenola eo.
Gwenola ! Deus amañ 'ta ! |
Goulennoù
- Piv eo an den gant blev gwenn ? (an den gant blev du
? ar plac'h gant blev melen? )
- Penaos eo ar maer ? bihan eo ar person ? kozh eo ar
person ? yaouank eo Gwenola ?
- Pe liv eo blev ar person ? Melen int ?
PIV INT?
CD
(296K)FM
(148K) (© Ti Embann ar Skolioù)
Alan ar C'halvez, sekretour an ti-kêr, hag
ar maer, Yann Lagadeg.
S. |
Piv eo hemañ `ta ? |
M. |
Bernez Keravel eo. |
S. |
Mab Jakez Keravel ? |
M. |
Ya, mab Jakez Keravel, ar baraer. |
S. |
Ha piv eo homañ ? |
M. |
Gwenola Keravel eo, merc'h ar baraer. |
S |
Ha c'hoar Bernez. Ha piv eo hennezh ? |
M. |
Hennezh n'ouzon ket piv eo. N'eo ket eus Plounevez.
Kamarad Gwenola marteze. |
S. |
Ha honnezh ? |
M. |
Homañ eo Mari Laouenan, ar skolaerez nevez. |
Goulennoù
- Piv eo ar maer ? Piv eo sekretour an ti-kêr ?
- Piv eo Bernez ?
- Piv eo Jakez Keravel ?
- Piv eo Gwenola ?
- Piv eo Mari Laouenan ?
|
|
|
|