Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch
Kervarker
·Accueil
·Apropos
·FAQ

Apprendre et découvrir
·Cours en ligne
·Komz ar vugale
·Phrases utiles
·Nouvelles simplifiées

Dictionnaires et grammaires
·Petite grammaire
·Proverbes
·Prénoms bretons
·Favereau online

Histoire
·D'où vient le breton ?
·Levr gwenn ha du ar brezhoneg

Kentelioù
·Introduction
·Kentel 1
·Kentel 2
·Kentel 3
·Kentel 4
·Kentel 5
·Kentel 6
·Kentel 7
·Kentel 8
·Kentel 9
·Kentel 10
·Kentel 11
·Kentel 12
·Kentel 13
·Kentel 14
·Kentel 15
·Kentel 16
·Kentel 17
·Kentel 18
·Kentel 19

Kentel seizh

Pelec'h emañ Yann ?

== Leçon 7 == Où est Yann?

Divizioù

PELEC'H EMAINT ?

audioCD (304K)audioFM (152K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Medisinez eo Anna Sidaner. Dilabour eo he gwaz Herve.
Emañ o mab Gwenole hag o merc'hed Katell ha Mona er gêr.

G. Pelec'h emañ Mammig ? N'emañ ket er gêr ?
K. Nann, en ospital emañ.
G. Ha pelec'h emañ Tadig ?
K. En ti-kêr emañ.
G. Ha Mona ? Er gêr emañ ?
K. Ya, er gêr emañ, met n'emañ ket en ti bremañ. El liorzh emañ, gant tad-kozh.

Goulennoù

  1. Piv eo Anna ? Herve ? Gwenole ? Katell ? Mona ?
  2. Pelec'h emañ Anna ? Herve ? ... Er gêr emañ Gwenole ?...
  3. Gant piv emañ Mona ?
  4. Piv zo en ti? el liorzh?...

AR GAZETENN

audioCD (272K)audioFM (136K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Emañ Gweltaz ha Nolwenn er gêr, er saloñs.

GW. Pelec'h emañ ar gazetenn ?
N. War an daol emañ.
GW. N'emañ ket. Ar bara hag an amann zo war an daol, met ar gazetennn'emañ ket. Sell !
N. N'ouzon ket pelec'h emañ, neuze. War ar gador, marteze ?
GW. N'emañ ket ivez. Da sac'h zo war ar gador.
N. Sell ! E-kichen ar prenestr emañ, dindan ar c'hi!

Goulennoù

  1. Pelec'h emañ Gweltaz ? ... Nolwenn ?
  2. Pelec'h emañ ar bara ?
  3. Petra zo e-kichen ar prenestr ? war ar gador ?

PELEC'H EMAÑ O CHOM ?

audioCD (168K)audioFM (84K) (© Ti Embann ar Skolioù)

Herve hag Anna

H. Pelec'h emañ Yann o chom ?
A. N'ouzout ket pelec'h emañ o chom ?
H. Nann, n'ouzon ket.
A. E Rospez emañ o chom.
H E Rospez ? Ha pelec'h emañ Rospez ?
A. E-kichen Lannuon emañ.

Labour

Remplacer Rospez / Lannuon par
Gouenou / Brest
Reze / Naoned
Bruz / Roazhon

Goulennoù

  1. Pelec'h emaout o chom ?
Kentel seizh
·Divizioù
·Gerioù
·Soniadouriezh
·Yezhadur
·Poelladennoù