Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Pa vezer o vageal e bae Douarnenez e klever a-wechoù un trouz iskis : kleier kêr Is a zo o seniñ dindan ar mor. Marv eo kêr Is, ar gêr villiget, pell zo eo bet beuzet gant ar mor. Met bev eo he brud e Breizh penn-da-benn. Klevit ar vojenn. Ur gêr vrudetGwechall e oa ur roue e Kemper, kêrbenn rouantelezh Kerne. Gwechall gozh avat e oa roue Kerne o chom e Ker Is, rak eno e oa e gêrbenn. Mogerioù bras a oa en-dro da gêr, ha dorioù bras a oa ivez hag a veze digoret evit lezel ar mor da zont e-barzh ha da vont er-maez. Alc'hwezioù an dorioù -se a veze atav gant ar roue en e gerc'henn, staget gant ur chadenn aour. Ur roue mat e oa ar roue Gradlon. Hag ur gêr binvidik e oa Is. Met an dud eno ne oant ket mat evel o roue: drouk ha kriz e oa o c'halonoù, rak breinet e oant gant ar binvidigezh. Ar re baour n'o deveze netra da zebriñ ha ne veze roet netra dezho gant ar re binvidik. Lezet e vezent da vervel gant an naon e kornioù ar straedoù, debret e vezent gant ar chas a-wechoù. An ilizoù a chome goullo: ne soñje ket an dud e Doue, ne soñjent nemet en arc'hant hag er plijadurioù: debriñ hag evañ, dañsal hag ebatal. Ar skwer washañ a veze roet gant Dahud, merc'h ar roue, e verc'h nemeti, ur briñsez ne oa ket kaeroc'h ha ne oa ket gwashoc'h egeti e Kerne penn-da-benn. Ar roue a gare e verc'h, ha ne grede ket difenn outi ren ur vuhez diroll. Ur manac'h, anvet Gwenole, a lavare d'ar roue e oa aet skuizh Doue o welout ar pec'hed o ren e Kêr Is, hag e oa tost deiz an distruj hag ar marv evit ar bec'herien hag evit kêr Is. Dahud avat ne rae forzh. Derc'hel a rae gant he buhez ebatoù diroll. Un deiz he doa aozet ur gouel bras, a bade meur a zevezh ha meur a nozvezh, gant arvestoù disakr e palez ar roue. Ar Priñs RuzEr gouel-se e oa un ur priñs kaer ha hoalus, deuet eus broioù pell, ruz e zilhad evel an tan, du e zaoulagad evel an noz, flour ha c'hwek e gomzoù evel ar mel. Hennezh a oa desket war ar strobinellerezh, hag ar skiantoù hud a blije kalz da verc'h ar roue. Dañsal a raent an eil gant egile korolloù gadal ha diaoulek. Ha pa veze echu ar gouel, pa save an heol, n'en em guitaent ket. Gwenole a c'houlennas
digant Gralon lakaat ar gouelioù disakr da baouez, met ar
roue ne selaouas ket ar sant. Ha Gwenole neuze ha mont da
embann er straedoù: E palez ar roue, e-pad ar gouel, ne baoueze ket Dahud da zañsal gant ar priñs estren. « Ret eo din mont bremañ,
eme ar priñs. Mont a reas-hi da gemer an alc'hwezioù e-barzh kambr he zad a oa o kousket. Distagañ a reas ar chadenn aour a oa en e gerc'henn ha dont en-dro davet ar strobineller. Reiñ a reas an alc'hwezioù dezhañ ha kuitaat a rejont ar gouel o-daou. An distrujGwenole en doa gwelet Dahud
hag ar priñs gant an alc'hwezioù a redas da zihuniñ ar
roue. « Tad, emezi, kasit ho
merc'h ganeoc'h, me ho ped. Ar roue avat a gemeras Dahud gantañ war gein e varc'h. Met ar mor a rede buanoc'h egeto. Dour a oa betek pennoù-glin ar roue war e varc'h. Hag an aneval n'halle ket redek buan gant ar samm a oa war e gein. A-greiz -holl e tarzhas ur wagenn warno ha kas a reas Dahud ganti. Kenkent e voe gwelet ar mor o sioulaat. Pa erruas Gradlon war an aod, war ar Menez Hom, en doa kollet e verc'h Dahud hag e gêrbenn Is. Debret gant ar glac'har ez eas da vevañ da vanati Landevenneg gant menec'h Sant Gwennole. Hiziv e weler delwenn ar roue Gradlon dirak iliz-veur Kemper, kêrbenn nevez Bro-Gerne. D'e verc'h Dahud avat n'eus bet savet delwenn ebet.
- Next: Goulennoù -
|
|