Danevell 6 (live #)
Lizher ur vamm.
e brezhoneg aes
|
|
Ma mabig karet,
plijet-kenañ omp bet, da
dad ha me, o klevout emaout o skrivañ ul levr fentigelloù
all. Kement-se a ziskouez pegen speredek out deuet da
vezañ. Gwir eo out bet atav an hini speredekañ er familh.
Soñj mat am eus e oas an hini kentañ er c'hlas pa oas
pevarzek vloaz. Stad a oa ennon hag e'z tad, goude ma ne oa
ket nav bloaz ar vugale all. Dont a reas ivez an deiz ma
oas aet d'ar skol veur. Mantrus eo e oa serret en
deiz-se.
Goustadik e skrivan al
lizher-mañ, rak gouzout a ran n'hallez ket lenn buan.
N'anavezi ket an ti kozh
ken pa zeui da welout ac'hanomp, rak dilojet hon eus. Brav
eo, met n'a ket mat ar gannerez en-dro. N'em eus implijet
anezhi nemet ur wech. Laket em boa c'hwec'h roched e-barzh
an dour, tennet war ar chadenn, ha n'em eus ket gwelet
anezho abaoe.
Da dad en deus ul labour
nevez dispar. Ur pemp kant den bennak zo dindanañ. Troc'hañ
geot a ra er vered. Da c'hoar Mari he deus bet ur babig
evit ar beure, met n'on ket deuet a-benn da c'houzout ha
paotr pe blac'h eo. Setu n'on ket evit lavarout dit ha
moereb pe eontr out bremañ.
Da genderv Padrig a zo bet
beuzet n'eus ket eizhtez. Kavet eo bet e gorf en ur
pentoniad gwin. Kouezhet e oa e-barzh div wech. Ar wech
kentañ e oa bet tennet er-maez gant e gamaraded, goude ma
stourme outo gant kalon. An eil gwech avat n'o doa ket
gallet mirout outañ a lammat adarre.
N'eus bet glav nemet div
wech er sizhun-mañ. Da gentañ e-pad tri devezh. Ha bremañ
abaoe pevar. Avel vras a oa dilun kement ma'z eo bet dozvet
ar memes vi peder gwech gant ar yar zu.
Ret eo din skrivañ buanoc'h
bremañ rak ne chom ket kalz liv ken.
Ul lizher drouk hon eus bet
gant an Aotrou Morvan, kalvez ar bourk. Ma ne baeomp ket
notenn arched da vamm-gozh, emezañ, e kaso anezhi dimp
en-dro.
Tennet eo bet ma dent kozh
diganin, ha prenet ez eus ur skinwel nevez. War an hini
kozh e veze ar memes keleier war an holl chadennoù.
Ken ur wech all, ha marteze
a-raok.
Da vamm.
|