Danevell 4 (live #)
Ar voutailh war an
traezh.
e brezhoneg aes
|
|
Emañ Gwenola o pourmen war
an aod, hec'h-unan, goude koan. Brav eo ar mor, ruz an heol
hag an oabl.
Emañ-hi o sellout ouzh ar
gwag o tarzhañ war ar reier. Diskenn a ra betek an
draezhenn ha tennañ he botoù. Dont a ra an dour da lipat he
zreid.
Gwelout a ra un dra bennak
o ruilhal en eon. Ur voutailh eo, gant un tamm paper
e-barzh.
Digoret he deus ar
voutailh, ha displeget ur follennig velen. Ul lizher eo. E
brezhoneg eo skrivet.
O lenn emañ Gwenola
bremañ.
Malo Kaloneg eo ma anv. Kabiten on war ar Morvleiz,
bravañ teirgwern an holl vorioù, doujet eus Enez ar Skorn
betek Douar an Tan.
Dilestret e oamp, tud ar Morvleiz, war un enezenn
didud anavezet mat ganin. Arsailhet on bet neuze gant ur
bagad martoloded eus ar Morvleiz, Ha dilezet on bet amañ,
ma-unan. Un tamm boued, ur voutailhad rom, ur fuzuilh hag
ur sabrenn hepken o deus lezet ganin, al loened brein-se.
En o fenn emañ ma letanant a garen evel ma mab, an
treitour Konan Taldir.
Konan Taldir! An hini am boa dastumet, pa oa bugel
bihan, o ouelañ dirak korfoù marv e dud, lazhet gant ur
morlaer saoz e-kichen ar Poulldu! An hini am boa kelennet
dezhañ sekredoù ar mor! Milliget ra vo e anv! Daonet ra
vo e ene! Ha ra vreino e eskern ouzh ar groug!
Ma aour emaint o klask. Krediñ a reont e kavint ma
zeñzor, teñzor ma beajoù. Dipitet e vint, me `lar deoc'h,
rak n'on ket ken sot ha ma kredont. Paotr fin eo mab ma
zad. Ha den ne oar pelec'h emañ an aour am eus kuzhet.
Rak kuzhet mat eo, hag ar re o deus gwelet anezhañ o deus
kollet o buhez, ha n'emaint ket amañ ken evit kontañ d'an
dud. Ar re varv hepken a oar chom mut.
Poan he deus Gwenola o
kompren ar pezh a zo skrivet goude. N'eo ket sklaer al
lizherennoù ken.
C'hwi avat, a zo o lenn al lizher-mañ, ho po an hanter
eus ma zeñzor ma teuit da sikour ar paour-kaezh Malo
Kaloneg amañ en e enezenn, kollet e-kreiz ar mor bras .
Setu pelec'h emañ an e ...
N'eo ket ar plac'h yaouank
evit lenn ken. Diverket eo pep tra.
Gourvez a ra Gwenola war an
traezh sec'h en ur empentiñ Malo Kaloneg hag e deñzor.
Klouar eo an aer. Klouar e vez aer an abardaevezhioù hañv
en arvor.
Deuet eo an noz. Manet eo
kousket dindan ar stered, ar baperenn en he dorn, ar
voutailh en he c'hichen. Huñvreal a ra en inizi kevrinek,
leun a deñzorioù. Hag en ur preizher eus an amzer gozh o
klask he lazhañ, peogwir e oar-hi pelec'h emañ e aour.
Dihuniñ a ra , ha lezel al
lizher da vont gant an avel.
|