Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Setu un istor a-vremañ, un istor trist ha gwirion, hag a sell ouzhoc'h kement hag ouzhin, hini Adolf ar skinhead eo. Ur paotr desavet mat e oa, diskennad ur familh skinhead a feiz vat. Aldo a veze graet anezhañ gant e vignoned. A-viskoazh e oa bet disheñvel diouzh paotred e ouenn : labourat mat en doa graet er skol ha vejetarian e oa; hogen ne oa ket kement-se ar grevusañ hervez e familh : ne gomprene mui Aldo pal ar vuhez. Ne felle mui dezhañ tremen nozvezhioù laouen gant e dad o skeiñ gant an Arabed hag ar re Zu, evel ma raent un nebeud bloavezhioù 'oa. Distrujañ beredoù zoken ne lakae mui anezhañ da c'hoarzhin. C'hwezek vloaz e oa neuze, ha kollet en doa ar feiz dija. E-pad pell e klaskas e dud un diskoulm d'ar c'hleñved-se, betek mont da gaout medisined e-leizh, met en aner, rak ne voe kavet diskoulm ebet gant ar re-se kennebeut. Un deiz ma oa e dad o lemmañ e
gontell, e teuas tre e kambr Aldo evit komz gantañ diwar-benn e
gudenn, hag e lavaras dezhañ : Kerkent ha ma echuas gant ar
frazenn-se e kounnaras an tad, hag e troc'has beg e viz gant e
gontell. Aldo a chomas astennet war e wele, mut ha parfet, o
vutuniñ un iskis a sigaretenn. Kregiñ a reas an tad d'e gunujenniñ,
hogen difiñv e chomas Aldo da sellet, sebezet gant ar moged liesliv
o tont er-maez eus e c'henoù. Kriz da vat ez eas penn an hini kozh,
lufrus e zaoulagad. Kregiñ a reas da valbouzat en ur youc'hal outañ
: Sevel a reas Aldo goustad diwar e wele ha kemer e sac'h, e c'hitar hag un nebeud aferioù en armel. En ur guitaat e gambr e skuilhas ur voutailhad dour javel war banniel Bro-C'hall stag ouzh an nor hag e lakaas en e c'hodell kontell e dad a oa plantet enni. Kuitaat a reas ar gêr en ur c'hoari biz-meud. A-benn disoñjal ar gerseen-se e tivizas Aldo cheñch buhez, hag eñ ha mont da vevañ gant un nebeud tud en ur gevredigezh hippi e Bro-Ardech. Eno e veve er peoc'h hag er sioulder, leun a levenez hag a garantez en e galon. E-kerz un nozvezh ma oa an holl e-tal an tan o kanañ hag o tañsal e teuas dezho ar soñj da vont da Vro-Nepal d'ober ur veaj sevenadurel. A-barzh kas ar mennozh-se da vat e voe ret dezho labourat un tammig. Un nebeud anezho a yeas d'ar marc'had da werzhañ bravigoù perlez, pe fourmaj ar givri savet ganto evel ma rae Bleunienn Laouen hag he gwaz Akwarium Kan-Ibiskus. Aldo a zivizas ober evelto hag a savas ur stalikez e marc'had ar vourc'h. Eno e klaskas gwerzhañ ur re Rangers ruz, kontell e dad, an nounchakoù hag ar pennbazh a oa bet profet dezhañ evit e bemzek vloaz, ha swastikaoù e makrame (neud plezhennet), rak ne ouie ober nemet an dra-se. Mendare hag-eñ ne blijas ket ar stalig kalvezerezh-se, rak a-raok fin ar c'hentañ mintinvezh e teuas davetañ un ugent bennak a dud, bizhier ha filzier ganto. N'en doa ket bet amzer ar paourkaezh Aldo da dennañ reizh war e anal c'hoazh, m'en en gavas ledet war al leur. Unan bennak a stlejas anezhañ betek an ti-gar hag a daolas anezhañ en tren kentañ davet Forzhpelec'h. Bloñset, bronduet e pep lec'h e oa ar paourkaezh Aldo, torret dezhañ ur vrec'h, dizantet e c'henoù, diroget e zilhad, aet du e fas gant al loustoni. Goude ur prantadig e voe skarzhet diouzh an tren. Anavezout mat a rae an ardremez peogwir e oa distroet dres d'al lec'h en doa kuitaet un nebeud mizvezhioù 'oa. E Panarvili e oa erru ar paotr en-dro. Ruzañ a reas e gorf a-hed an devezh davet ul lec'h, met ne ouie dare pehini. Neuze, deuet an noz ez eas da c'hourvez dindan ur pont. E-pad pell e chomas da sellet ouzh ar gouleier o lufrañ en dour, ken brav, adsked o sklêrijenn o tremen dre e... votoù toull. E-unanig en em sante ar paourkaezh Aldo, zoken pa zeue chas da staotat warnañ : pegen madelezhus a oant memestra, dont d'e dommañ e-giz-se. A-us dezhañ, war ar pont, e oa tabut etre archerien ha tud yaouank; klevout a rae anezho o redek hag o youc'hal. Pellaat a reas an trouz kerkent ha ma voe lazhet gouleier ar gêr vrein-se. Yen e oa dezhañ, ha ne oa ki ebet tro-war-dro. Setu e tastumas tro-dro dezhañ kement tra a c'hellfe bezañ implijet da zerc'hel gwelloc'h ouzh ar yenijenn. E-keit ma oa-eñ o tispegañ ur skritell, warni bruderezh evit ar stourm gouenngas, e teredas un den mezv-dall, ur skinhead. Chom a reas a-sav dirak Aldo da sellet pizh outañ. A-daol trumm e savas Aldo gant al levenez hag e klaskas ober jestroù en ur gomz outañ, met dizantet e oa, ha digomprenus a-grenn e gomzoù. An istrogell a-dal dezhañ a sellas ouzh ar skritell a oa etre daouarn Aldo, hag ur barrad fulor a grogas ennañ, ken spontus 'oa dezhañ gwelet un den du, na gomze ket galleg, o tistagañ ar skritelloù bet staget gant kement a galon gantañ. Taget en em santas ar penn-beulke-se o welet Aldo o kenderc'hel gant e jestroù, neuze e skoas gantañ, hag e sachas anezhañ betek ar ribl. Sellet a reas Aldo outañ, truezus, un daeraouenn o tiverañ eus korn e lagad. Egile a sellas outañ a-raok e vountañ er stêr. Setu penaos ec'h echuas buhez ar paourkaezh Aldo, marvet evel re a dud. E vuntrer a vanke penn e viz dezhañ. |
|